An urzh-paeañ
Skrivet gant:

E Dakar emaomp, un nebeud bloavezhioù goude dizalc’hidigezh broioù trevadennet Afrika. Dieng en deus resevet un urzh-paeañ digant un niz dezhañ o labourat e Pariz. Ur misi dic’hortoz eo evit an den reizh-mañ, a boagn kalet bemdez evit magañ e familh. Pa glask avat kaout arc’hant an urzh-paeañ ez eus peadra da vont en dizesper, kement a skoilhoù a gav war e hent.
Ousmane Sembène a ro ur skeudenn eus e vro, hag e tiskuilh gant komzoù dibrenn stad reuzeudik ur gevredigezh re vec’hiet gant an dilabour, an dienez hag ar gaou.
Ur romant afrikan engouestlet eo An urzh-paeañ, skrivet en ur yezh saourus, pinvidikaet gant stummoù ha gerioù tennet eus ar wolof.
Ti-embann:
ISBN:
978-2-86863-198-5
Bloaz:
2021
Niver a bajennoù:
122
Ment:
11x18
Skignet gant:
Coop Breizh
Troet gant:
Yezh(où) ar produ:
Danvez:
9,00 €