Troioù-kaer ar baron Pouf
Skrivet gant:
Tresadennoù gant:

Kement a istorioù a rede dre ar barrez diwar e benn, hep ma vije tu da c’houzout ha kontet e oant bet gantañ, pe ijinet gant tud all, — rak war vravaat ha war baotaat ez a atav an istorioù o nijal a c’henoù da c’henoù, — ma c’houlennis un deiz digantañ ha teurvezout a raje displegañ din ur wech e vuhez, o kregiñ dre an deroù, hag o vont tamm-ha-tamm betek an deiz-mañ. Ne oan ket o c’hortoz ez asantje. Asantiñ a reas koulskoude. Moarvat e kave dezhañ ne oan na diskreder na goapaer, — ha ne oa ket faziet. Ne’m eus ket a vezh oc’h anzav e kredan e lavare ar wirionez, war-bouez un draig pe zaou marteze.
***
Ti-embann:
ISBN:
2-86843-036-8
Bloaz:
1996
Niver a bajennoù:
128
Ment:
11 x 17,5
Yezh(où) ar produ:
6,00 €