Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Trajedi santez Julit ha sant Sir he mab

Skrivet gant: 

El levr-mañ e kinniger embannadur burutellet "Trajedi santez Julit ha sant Sir he mab". Ar pezh-c’hoari-mañ zo ur skrid eus an XVIIIvet kantved, da lavaret eo eus amzer ar brezhoneg rakvodern, a ya eus kreiz an XVIIvet kantved betek an Dispac’h gall. Bez’ ez eo unan eus ar skridoù a ya d’ober korpus puilh ar pezhioù-c’hoari e brezhoneg. O vezañ ma n’eus bet studiet nemet un nebeut re eus ar skridoù-se, n’eo ket anavezet mat o levezon an oberennoù-se war ar yezh skrivet.
Ouzhpenn daou vil gwerzenn a zo en drajedienn-mañ, a zo kizellet brav kement ha leun a c’herioù a c’hiz kozh war un dro.
En embannadur-mañ ez eus kinniget ul lodenn diwar-benn ar yezh hag ul lodenn all diwar-benn istor azeulerezh santez Julit ha sant Cyr.

 

Patrick Le Besco zo ur yezhour a labour war ar brezhoneg. Kemeret en deus perzh e meur a enklask rannyezhel e Breizh hag embannet meur a studiadenn.

Ti-embann: 
ISBN: 
978-2-917681-54-1
Bloaz: 
2021
Niver a bajennoù: 
288
Ment: 
19 x 25 cm
Skignet gant: 
Kuzul ar Brezhoneg
Yezh(où) ar produ: 
22,00 €
trouducru