Tev ar Gwad, Tanav an Dour

E Toronto, en deiz-hiziv, emañ Alexander MacDonald o weladenniñ e vreur henañ Calum. M’emañ bremañ Calum o vevañ e-kreiz ar vizer hag an alkoolegezh eo bet gwechall rener dispont klan MacDonald, ul lignez a besketaerien, koadourien ha mengleuzerien, evel e hendad Calum Ruadh, divroet e 1779 eus Bro-Skos evit kregiñ gant ur vuhez nevez e “Bro ar gwez”, Cape Breton e Skos-Nevez. Evel ma ne vefe bet troc’h ebet a-hed an tri c’hantved tremenet e vo kaset-degaset al lenner eus straedoù Toronto da aodoù Cape Breton, eus Douaroù Uhel Bro-Skos betek mengleuzioù uraniom Ontario. Dreist an egor hag an amzer.
Un istor a lealded eo ar romant-mañ : lealded ouzh an hêrezh, ouzh ar gouezeleg ma vez c’hoazh komzet ha kanet er vro, ouzh bed al labourerien, ouzh ar familh, forzh peseurt darvoud kriz a c’hoarvezfe : « Tev ar gwad, tanav an dour », a lavar atav ar vamm-gozh.