Steudad an Ankoù
Skrivet gant:

Un testeni hep e bar. N’eus ket kalz a destenioù eus “diouennadeg” kentañ ar c’hantved kozh, hini an Armenianed er bloaz 1915. N’eo nemet priziusoc’h a se an eñvorennoù-mañ — manet diembann betek-henn — kontet gant unan bet bevet gantañ an harluadeg hag al lazhadeg pa oa krennard… Poanius ha skrijus eo, anat deoc’h, planedenn an holl dud-se kaset d’an dezerzh da vervel pe da vezañ lazhet didruez… Met nerzh ar fent hag a laka ar vuhez da drec’hiñ pep tra a gaver ivez hed-ha-hed ar skrid. Skeudennoù ha kartennoù a gaver ivez da zisplegañ gwelloc’h red an darvoudoù.
Ti-embann:
ISBN:
2-910699-47-1
Bloaz:
2005
Niver a bajennoù:
176
Ment:
14,8 x 21
Skignet gant:
Hor Yezh
Yezh(où) ar produ:
Danvez:
13,00 €