Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Roue al lazh

"Ma rankan paouez d'o lazhañ, e varvin!" Skrijusat lavarenn a-berzh Kevareg, haroz ar romant - "Roue al Lazh" a vez graet anezhañ... Breizh, 1793. Tan ha brezel dre-holl da-heul dilerc'hioù Reveulzi Bro-C'hall... Ur bagad tud o klask adtapout he frankiz d'o bro... Kann, gwad, gwall, muntr met ivez karantez... Tud troet e gouez, trubardet met ivez harozed. Reuzioù ar brezel a ziskuilh natur pep hini...
Erwan ar Moal "Dir-na-Dor" (1874-1957) a zo unan eus hor gwellañ skrivagnerien ha kazetennerien. Bet eo bet e penn meur a gazetenn vrezhonek, en o zouez Breiz, Arvorig ha Kroaz ar Vretoned. Adkavet e vo gant plijadur tro-bluenn c'hwek ha nerzhus oberour Pipi Gonto. Digavus e oa Roue al Lazh abaoe ur viken, strewet ma oa a-rannoù e-barzh kelaouennoù disheñvel.

ISBN: 
978-2-86863-086-3
Bloaz: 
1996
Niver a bajennoù: 
154
Ment: 
14,8x21
Skignet gant: 
Coop Breizh
Yezh(où) ar produ: 
Danvez: 
10,50 €