Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Pellgent loc’h Laoual

Skrivet gant: 

Neb a lak e fri e oberenn lennegel Youenn Drezen a zalc’h soñj da gentañ eus e bevar romant : Intron Varia Garmez (1941), Skol Louarn Veig Trebern (1972), An dour en-dro d’an inizi (1932), Sizhun ar breur Arturo (1947). Daou anezho zo romantoù, daou all romantigoù tost a-walc’h eus doare an danevell.
Danevelloù Drezen n’eus ket bet roet plas dezho e-giz m’eo dleet en istor al lennegezh vrezhonek modern. Meur a abeg a zo da gement-mañ : an hini pouezusañ moarvat eo peogwir e oant strewet e nouspet kelaouenn diaes da gaout. Ouzhpenn-se, ne oa ket bet Youenn Drezen o fogasiñ ha gant-se eo chomet e skridoù berr dindan skeud e bennoberennoù.
En dastumad-mañ ez eus skridoù bet embannet e meur a gelaouenn disheñvel : Le Courrier du Finistère, Sav, Gwalarn, Al Liamm. Tri skrid kinniget en dastumad-mañ a zo chomet diembann : Ki du Magnus, Ar soudard Berthelot ha Porzh.

Ti-embann: 
ISBN: 
978-2-7368-0146-5
Bloaz: 
2020
Niver a bajennoù: 
136
Yezh(où) ar produ: 
Danvez: 
12,00 €
trouducru