Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Koktel ar vuhez 2

Skrivet gant: 

Un eil koktel eus ar memes bleud hag an hini kentañ ? Tamm ebet ha pa vefe kavet ul lod bras eus an tudennoù a oa bet graet anaoudegezh ganto el levrenn gentañ.
Tudennoù nevez a zeu war wel evel Jeremi ar Wern ha Julia ar Berr, Roberto Pennsivi ha Yann Morel. Plegoù ha displegoù kalon Mab ha Merc’h-den a zo lakaet war wel gant ampartiz ur wech c’hoazh gant an tudennoù nevez-mañ.
Lod a garfe ren ur vuhez disheñvel, birvilh enni, lod all ur vuhez sasun, lod all avat n’int ket evit cheñch tra pe dra en o buhez ha pa vefe disaour a-grenn.
Un tamm sall e vo ar soubenn evit lod ha re all a vo en o bleud forzh petra a c’hoarvezfe ganto.

Ti-embann: 
ISBN: 
978-2-7368-0149-6
Bloaz: 
2021
Niver a bajennoù: 
134
Ment: 
13x20
Skignet gant: 
Coop Breizh
Yezh(où) ar produ: 
12,00 €