Klask 12

Hag a-nevez gant ar c’hlaskerezh?
Labour selaou (ha plijadur!) en devez an neb a gar dont da Roazhon da zervezhioù studi ar strollad Brezhoneg ha Keltieg ha sed amañ un dastumad pennadoù savet diwar ar prezegennoù bet displeget abaoe tri bloaz.
Lenn a c’hellot preder ur rummad klaskerezed ha klaskerien yaouank diwar-benn lennegezh, yezhoniezh, pedagogiezh… ar brezhoneg hag ur brederiadenn bennak all bet aozet gant klaskerien deuet eus a lec’h all.
Kement studier, klasker, brezhoneger a gavo danvez en eurioù-mañ ha c’hoant kemeret perzh e labour ar strollad marteze a-walc’h.
Taolenn:
Meven ar C’hoadig, Orin an enklotennoù
Tristan Loarer, Al Liamm 1954 : ur sell a-dost divoutin war Israel
Oréa Coatanlem, La représentation des tailleurs dans la littérature populaire bretonne
Anton Châtelier, Anvioù-lec’h-mor Edig
Ariane Guguen, Dielfennañ ur c’horpus dezrevelladoù
Denez Pichon, Levezon an identelezh hag ur yezh vinorel war strategiezh an embregerezhioù : etre gounid ha fouge ?
Pêr Morvan, Ur studi diwar-benn arc’hweladurioù an difazierioù
Stéphanie Le Pelleter, Ar magourioù brezhonek o tont war-wel e dazont ar yezh : ul liamm nevez etre ar yezh kaset hag ar yezh desket ?