Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Kaour ar Barzh, Galeour

Skrivet gant: 

Kaset e vezer gant Fulup Lannuzel da-heul Kaour ar Barzh e mare kriz an Dispac’h gall hag ar Sponterezh. Tamallet ez eus ouzh an haroz bezañ bet o skignañ kanaouennoù enep-republikan war ar marc’hadoù ha bezañ gant ar soñj adsevel ar rouantelezh e Frañs. Setu eñ kaset dirak Lez-varn Dispac’hel Brest ken hirisus he brud, hag eñ kondaonet d’ar Galeoù. Eno e raio anaoudegezh gant forsaled all eveltañ, chouaned lod anezho, enebourien d’ar republikaned, c’hoant gante tec’hout kuit an abretañ ar gwellañ.
Etre Montroulez, Brest ha Gwerleskin e vezimp kaset oc’h heuliañ Kaour, hag eñ o kejañ gant rummadoù disheñvel ar gevredigezh-se : bourc’hizien binvidik, kouerien gwellaet pe gwashaet o stad gant an Dispac’h, kargidi onest pe forc’hellek... pep hini o klask e du e freuz ha reuz an amzer-se.

Ti-embann: 
ISBN: 
978-2-7368-0147-2
Bloaz: 
2020
Niver a bajennoù: 
250
Ment: 
13 x 20
Skignet gant: 
Coop Breizh
Yezh(où) ar produ: 
Danvez: 
14,00 €