Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Dictionnaire du breton du Trégor-Goëlo et de haute Cornouaille

Skrivet gant: 

Evit mirout na vije na kollet na strewet e labour dastum en doa lakaet Frañsez Vallée keinañ ar follennoù, ar pezh a ra tri fikol levr en holl. Al levrennoù-se n’int bet morse lakaet war wel d’an holl ha deuet e oa ar mare d’o embann hag adreiñ d’ar vrezhonegerien ul lodenn eus teñzor o yezh.
An dornskrid a oa e dalc’h ar c’hlasker Gwennole ar Menn (1938-2009). Prizius ha dedennus eo an danvez abalamour d’ar yezh, d’an dibaboù, d’an distagadur ha d’an takadoù-bro dibabet e-lec’h ma chom c’hoazh labour d’ober war studi ar brezhoneg.
Kaset eo bet al labour embann en-dro gant Kuzul ar Brezhoneg gant skoazell skiantel Herve Sebille Kernaudour.

Labour Frañsez Vallée bet graet d’ur mare ma oa ar brezhoneg yezh al lodenn vrasañ eus ar gevredigezh e Treger-Goueloù a adro dimp gerioù ha stummoù lavar bet kollet pe ankouaet a-hed ar bloavezhioù.
Diskouez a ra sklaer pegen pinvidik eo bet ar yezh ha pegen aes e veze lakaet, gant ijin, ar yezh da glotañ, gant an teknikoù modern hag ar vuhez pemdeziek, hep ankounac’haat ar fent hag an troioù-lavar niverus. Gouzout a rae Frañsez Vallée pegen pouezus oa mirout dre skrid ar pezh a c’helle mont da get bep ma varve ar vrezhonegerien.
Pep hini a c’hello bremañ dizoloiñ pe addizoleiñ an teñzor-se, zoken en tu all da harzoù Treger ha Goueloù : yezhourien, klaskerien, studierien, konterien ha kement hini dedennet gant ar brezhoneg. Ouzhpenn dastum gerioù en deus keñveriet Frañsez Vallée anezho ivez gant stummoù all e Breizh a-bezh hag a-wechoù gant ar c’hembraeg pe zoken ar c’herneveureg.
Displegadennoù ar gerioù a zo e galleg peurvuiañ ha daveoù al lennadennoù resis evit pep hini.
Ur c’hantved goude, oberenn dibar Frañsez Vallée a ro deomp an tu da binvidikaat hor yezh ha da wellaat hon anaoudegezh ha gwrizioù ar brezhoneg. Notennoù yezh a zo bet ouzhpennet gant meur a zen evit sklaeraat poentoù ’zo ha pinvidikaat c’hoazh muioc’h al labour hep e bar-se.

Ti-embann: 
ISBN: 
978-2-916835-57-0
Bloaz: 
2014
Niver a bajennoù: 
580
Ment: 
19 X 24,6
Skignet gant: 
Kuzul ar Brezhoneg
Yezh(où) ar produ: 

Dibaboù doare kas

Tarif: 
42€ + 6€ de frais de port
48,00 €