Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Brestiz o vreskenn

Skrivet gant: 

E kêr Vrest emañ Jili Gwilhosou o labourat. Kuzulier war ar gwir eo hag enklasker a vicher. N’eus ket keid-all zo emañ Glaodina Pedel o labourat gantañ. Diouer a labour n’eus ket, se zo splann: ur skoliadez bet kuitaet he zud hag ar skolaj ganti a rankont adkavout ha lakaat war an hent mat en-dro, un noter aet skuizh gant e wreg hag ar vuhez diroll a skarzh kuit gant e vag dre lien a rankont klask. Mona Wegen, gwreg ar surjian brudet Amede Dilaser, he deus kavet un amourouz, evit abuziñ hec’h amzer hag ar surjian un tamm jalous memestra, a garfe gouzout piv an den-se. Ma, netra dreistordinal... evit un enklasker a vicher. Pa oa bet kavet an doktor Dilaser marv-mik en e di avat, e oa Jili ha Glaodina e kreizik-kreiz un afer un tamm mat luzietoc’h...

Embannet e oa bet « Brestiz o vreskenn » evit ar wezh kentañ er gelaouenn Planedenn e 1984 ha goude-se e 1986 gant Al Liamm. Berzh en doa graet an istor enklask-se ha peurwerzhet e oa pellik zo.

Ti-embann: 
ISBN: 
978-2-7368-0086-4
Bloaz: 
2012
Niver a bajennoù: 
91
Ment: 
13 x 20
Skignet gant: 
Coop Breizh
Yezh(où) ar produ: 
Danvez: 
12,00 €
trouducru