Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Breizh Aktu

Skrivet gant: 

Ur vaouez kozh, an dimezell Karadeg, a zo kraouiet e ti ar re gozh, e Kleder. Aet eo disoñj a-grenn, trelatiñ a ra ouzhpenn. Kavout a ra dezhi anavezout tud ha bezañ bevet darvoudoù ’zo. Un devezh e tec’h kuit diouzh an ospital ha c’hoari biz-meud war an hent bras. Kemeret eo en e garr-tan gant Jakou an Dall, ur c’haner yaouank hag a vez o kanañ e tiez ar re gozh, er festoù-noz hag e gouelioù all eus ar vro. Ur c’haner emsaver ez eus anezhañ.

Setu an dimezell gozh hag ar c’haner yaouank o vont eus an eil kêr d’eben. Tremen a reont dre lec’hioù ma’z eus bet, er bloavezhioù 1970, darvoudoù pouezus, sokial, politikel ha sevenadurel. Emgann ar beizanted kaset en-dro gant Alexis Gourvennec e Montroulez, e 1961; harz-labour ar stal Joint Français e Sant-Brieg, e miz Mae 1972; c’hoari ar pezh Ar Bonedoù ruz e Karaez e 1975; « grev » al laezh e Gwiskri e 1972; yun ar filmour Reun Vautier e ospital Kemper, e 1973; raktres kreizenn nukleel Plougoñ e 1980; tarzhadenn kazarn Ti-Voujeret e 1976; c’hoari ar pezh Ma c’helljen-me kanañ laouen, e Kastellin; lanv du an Amoco Cadiz e Porsal, e 1978; ar skol Diwan gentañ e Lambaol-Witalmeze, e 1977.

A-nebeudoù e teu ar memor en-dro d’an dimezell Karadeg. Hag hi lakaet a-gostez, kollet ganti hec’h identelezh, e teu skiant dezhi. Prest eo, pelloc’h, da gemer perzh e stourmoù ar Vretoned evit o yezh hag o bro. Daoust hag ez eo ar vaouez kozh-se ur « skeudenn » eus Breizh? An adkavadenn goude an ankounac’h!

Ti-embann: 
ISBN: 
978-2-916745-45-9
Bloaz: 
2021
Niver a bajennoù: 
178
Ment: 
11 x 18
Skignet gant: 
Coop Breizh
Yezh(où) ar produ: 
Danvez: 
12,00 €