Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Beuzet diwar ar pont bras

Skrivet gant: 

Petra eo al luc’hskeudenn-se eus un iliz-veur bet gwelet biskoazh gant gour ha diskoachet gant ur paotrig en ur skouerenn gozh eus Buhez ar Sent? War be du e troio planedenn an denelezh e-kreizig-kreiz Amazonia? Petra zo boutin ’ta d’an holl dud kozh lazhet e mareoù serr-noz e kornôg ar vro hag a roio bec’h d’an enseller Eganton Kergrist ha d’e gomper saoz? Dre benaos e tenno da vraz un tamm chikan etre ur bugelig amsent hag e dad hollvrudet? Petra a ra d’un ofiser a bolis diskenn daeroù e dibenn e enklask? Sed amañ pemp goulenn hag a vo roet pep a respont dezho gant an danevelloù – pe ar c’hontadennoù – a lennoc’h el levr-mañ.

Ti-embann: 
ISBN: 
978-2-916835-97-6
Bloaz: 
2019
Niver a bajennoù: 
216
Ment: 
12x19
Yezh(où) ar produ: 
Danvez: 
11,00 €