An avel en haleg
Skrivet gant:
Tresadennoù gant:

An Avel en Haleg a zo unan eus oberennoù pennañ al lennegezh saoznek. Evit ar wech kentañ, a-drugarez da droidigezh Alan Martel, e c’haller dizoleiñ e brezhoneg troioù-kaer ar pevar loen, hollvrudet bremañ, ijinet gant ar Skosad Kenneth Grahame.
Deomp d’o heul da gantren war ar maez, d’ober un dro-vale war ar stêr, da zebriñ e ti Mari Glazioù ha kalz pelloc’h c’hoazh. Petra a blijo deoc’h ar muiañ? Dizoleiñ ar bed gant an aotrou Goz boas da vevañ dindan an douar, mont da heul an aotrou Touseg, pinvidik-mor, leun a fouge ha dispont, pe roeñvat gant an aotrou Razh bepred dilu ha laouen, pe c’hoazh bamiñ ouzh fealded ha mignoniezh didro an aotrou Broc’h…
Ti-embann:
ISBN:
978-2-916835-54-9
Bloaz:
2014
Niver a bajennoù:
268
Ment:
14.8x21
Skignet gant:
Kuzul ar brezhoneg
Troet gant:
Yezh(où) ar produ:
Danvez:
12,00 €