Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Ar plac'h interet div wech

Erru oa serr-noz ’benn oa diskennet ar c’horf er bez. E oan o teurel warnañ ar paliadoù kentañ, pa glevis ur vouezh o tont ne ouien eus a belec’h... ’Vel a-zindan ma zreid. Chom a ris a-sav, spouronet. Me ’gred e save ma blev a-bik em fenn. Teir gwech e klevis ar vouezh, klemmus evel ur c’harmadenn. Mont a ris ’vit teurel eno ma fal ha tec’hel kuit d’an daoulamm; met ur sklêrijenn a baras ’n em spered: “An hini zo aze n’eo ket marv!”
An danevell kinniget amañ a zo lakaet da vezañ unan eus e skridoù gwellañ. Enni ec’h adkaver unan eus perzhioù heverkañ e ijin: ar fantastik.

Erwan ar Moal (1874-1957), Dir-na-Dor, eus Koadoud e-kichen Gwengamp, a zo bet unan eus ar re o deus pledet ar muiañ gant ar brezhoneg e hanterenn gentañ an XXvet kantved. Unan eus ar re o deus skrivet ar muiañ e brezhoneg eo ivez.

Ti-embann: 
ISBN: 
978-2-91-6835-35-8
Bloaz: 
2012
Niver a bajennoù: 
74
Ment: 
12x19
Yezh(où) ar produ: 
7,50 €