Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Kemennadennoù

  • Date(s)
    27/05/2015

    Kuzul ar Brezhoneg a vo e kentañ saloñs al levrioù e Louergat.

    Kuzul ar Brezhoneg sera présent au premier salon du livre de louargat.

  • Date(s)
    06/06/2015 to 07/06/2015
    Lieu
    Landeleau

    C'hoariva hag ar strollad Paritito a ginnig deoc'h heuliañ ur

            Staj e brezhoneg war teknikoù an teatr forom (Teatr ar re wasket)
            D'ar Sadorn 6 ha Sul 7 a viz Even 2015 e Presbital Kozh Landelo


    3 stummerez a lako ac'hanoc'h da labourat ha da zonaat reolennoù diazez an teatr forom.

    Priz ar staj  : 80€ pe 60€ (bod ha pred ar Sadorn noz evit ar priz-mañ).
    Evit gouzout hiroc'h pe/ha  lakaat ho anv: 06 38 78 35 15 pe choarivabrezhonek@gmail.com

    ****************

    C'hoariva et la troupe Paritito vous propose de suivre un

            Stage sur les techniques du théâtre forum (Théâtre de l'Opprimé)
            Le samedi 6 et le dimanche 7 juin 2015 au Presbital Kozh de Landeleau

    Avec 3 formatrices, vous travaillerez et approfondirez les bases du théâtre forum.

    La langue du stage est le breton.

    Prix du stage 80€ ou 60€ (nuitée et repas du samedi soir compris dans ce prix).
    Pour plus de renseignements et/ou  pour s'inscrire : 06 38 78 35 15 ou choarivabrezhonek@gmail.com

  • Date(s)
    22/04/2015

  • Date(s)
    12/03/2015

     

    Piv a savo kanaouenn ofisiel Redadeg 2016 ?

    Kaier ar c’hargoù :

    Tem : Brezhoneg ha plijadur
    Digeriñ tachennoù nevez d'ar brezhoneg
    Ur yezh evit an holl, evit ar familh, ar vignoned, etre rummadoù
     
    Lusk : Lañsus, lusk mat evit redek, evit kanañ en ur redek
     
    Pozioù : Simpl da ganañ ha da zeskiñ. Diskan aes da ganañ. Un diskan lugan.
     
    Enrolladenn : Ur vaketenn brop met pas a-vicher dre ret.
     
    Termen : Termen diwezhañ evit kas deomp ar pozioù hag ar vaketenn : 30 a viz Gwengolo 2015.

    Mat da c'houzout :

    Frejoù :
    Ne vo ket paeet ar grouidigezh met gallout a raio ar Redadeg difrejañ ar c'houstoù liammet gant ar ganaouenn dibabet. Da skouer : feurmiñ studio enrollañ, frejoù hent, goproù (1500€ d'ar muiañ).
    Diwallit : ne vo ket restaolet frejoù ar c'hanaouennoù ne vefont ket bet dibabet.
     
    Gwirioù :
    Ar ganaouenn a c’hallo bezañ implijet gant pep hini evit brudañ ar Redadeg e-barzh filmoù, gouelioù a bep seurt... Implijet e vo evit brudañ ar Redadeg, pe evit traoù all evel “Flashoù mob”...
    Kaset vo d’ar skolioù un tamm a-raok a-benn lakaat bugale a bep seurt live (skol-vamm, skol gentañ, skolaj, lise) dezho da zeskiñ anezhi gant plijadur.
    Gallout a reoc’h c’hwi ivez implijout ar ganaouenn ma vo enrollet ur bladenn pe war ul leurenn.
     
    Kanaouennoù all :
    Ul label ofisiel a vo d’ar ganaouenn dibabet pezh ne viro ket ouzh tud all da sevel tonioù pe sonioù all hag a c’hello bezañ implijet ivez gant neb a garo.

    Mod da zibab ar ganaouenn ha deiziataer :

    30/09/15   : distro ar c'hinnigoù (pozioù + maketenn gempenn a-walc'h)
    Here 2015 : rakdibab ar c'huzul-merañ (an holl ganaouennoù a glot gant kaier ar c'hargoù)
    25/10/15   : lakaat ar c'hinnigoù el linenn, lañsañ ar votadegoù foran dre Internet hag er strolladoù deskiñ brezhoneg (klasoù,  kentelioù ha stummadurioù)
    Du 2015     : votadegoù
    30/11/15   : klozañ ar votadeg
    05/12/15   : embann an disoc'hoù
    Kerzu 2015-Genver 2016 : sevel un enrolladenn gempenn da vat diouzh an ezhomm

    Piv a c'hello votiñ ?

    - forzh piv : war eeun dre internet
    - forzh peseurt klas pe strollad deskiñ brezhoneg (poentoù bonus) : dre bostel d'ar RedadegGoulennoù ho peus ?

    Kit davet Katelin : 09 61 20 26 11 – 06 71 23 36 42 / darempred@ar-redadeg.bzh

    Katelin AL LANN, Kenurzhierez
    Coordinatrice Ar Redadeg
    pgz. / m: +33 (0)6 71 23 36 42

    darempred@ar-redadeg.bzh


    © 2015 Ar Redadeg
    Pep gwir miret strizh.
    Tous droits réservés
    .

  • Date(s)
    04/03/2015
    Lieu
    Plouha

    PENNDEVEZH STAJ BREZHONEG (14/03/15) :

    Gant Kalon Plouha e vo kinniget d'an holl izili (pe izili da zont) a fell dezho, ur penndevezh staj, d’ar Sadorn beure 14 a viz Meurzh, adalek 9e betek 12e, er skol sonerezh gozh e Plouha (bali Laenneg).
    pgz. 02 98 93 77 60 (Tomaz) pe : kalon.plouha@wanadoo.fr

    PEZHIOÙ C’HOARI :

    Ar pezh "Re an tu all" a vo c’hoariet gant ar Strollad TRO-DIDRO, war leurenn an Erminig d’ar Sul 10 a viz Mae, hag "Alanig al Louarn", gant ar Strollad MAT AR JEU, d’ar Sul 11 a viz Here...
    Hon holl raktresoù hag hon obererezhioù (pezhioù-c’hoari, prezegennoù, baleadennoù...) war hol lec'hienn http://kalon.plouha.voila.net ha na dermit ket da skrivañ dimp, m'ho pez evezhiadenn pe evezhiadenn war e zivoud pe un ditour bennak da c'houlenn ganimp.

    -------------------------------------------

    DEMI-JOURNEE DE STAGE DE BRETON (14/03/15) :

    Kalon Plouha propose à tous les membres (ou membres en devenir) une demi-journée de stage, samedi-matin 14 mars, de 9h à 12h, à l'ancienne école de musique de Plouha (avenue Laënnec).
    tél. 02 98 93 77 60 (Tomaz) ou : kalon.plouha@wanadoo.fr

    PIECES DE THEATRE :

    La pièce "Re an tu all" (Ceux d’à côté) sera jouée par la troupe TRO-DIDRO, sur la scène de L’Hermine le dimanche 10 mai, et "Alanig al Louarn" (le renard), par la Troupe MAT AR JEU, le dimanche 11 octobre
    Tous nos projets et nos activités (pièces de théâtre, conférences, excursions…) sur notre site http://kalon.plouha.voila.net et n'hésitez pas à nous écrire, si vous avez des remarques à nous communiquer à son sujet ou un renseignement à nous demander.

     

     

     

  • Date(s)
    16/02/2015

  • Date(s)
    13/04/2015 to 17/04/2015
    Lieu
    Pederneg

  • Date(s)
    20/07/2015 to 25/07/2015
    Lieu
    Cork

    Kendalc’h Keltiek Etrebroadel 2015 - Congrès Celtique International 2015 - International Celtic Congress 2015

     

  • Date(s)
    21/02/2015

  • Date(s)
    12/12/2014

    EMGAV TRO-DRO DA LEZOBRE :

    Gwerz Lezobre (a zo e benn e Kervaria) a gont dimp fedoù istorel. Klasket e vo keñveriañ ar werz-mañ ouzh hini Lez Breizh, a zo er Barzhaz Breizh. Un emgav kinniget gant Fañchig Gohin, e Kervaria an Iskuit d'ar Sul 14 a viz Kerzu...

    PENNDEVEZH STAJ BREZHONEG (24/01/15) :

    Gant Kalon Plouha e vo kinniget d'an holl izili (pe izili da zont) a fell dezho, ur penndevezh staj, d’ar Sadorn beure 24 a viz Genver 2015, adalek 9e betek 12e, er skol sonerezh gozh e Plouha (bali Laenneg).
    pgz. 02 98 93 77 60 (Tomaz)
    pe : kalon.plouha@wanadoo.fr

    Hon holl raktresoù hag hon obererezhioù (pezhioù-c’hoari, prezegennoù, baleadennoù...) war hol lec'hienn http://kalon.plouha.voila.net ha na dermit ket da skrivañ dimp, m'ho pez evezhiadenn pe evezhiadenn war e zivoud pe un ditour bennak da c'houlenn ganimp.

     

    *  *  *

    RENCONTRE AUTOUR de LEZOBRE :

    La complainte de Lezobre (dont le chef est à Kermaria) nous relate des faits historiques. Tâchons de la rapprocher de celle de Lez Breizh, héros du Barzhaz Breizh. Un rendez-vous proposé par Fañchig Gohin, à Kermaria le dimanche 14 décembre...

    DEMI-JOURNÉE DE STAGE DE BRETON (24/01/15) :

    Kalon Plouha propose à tous les membres (ou membres en devenir) une demi-journée de stage, samedi-matin 24 janvier 2015, de 9h à 12h, à l'ancienne école de musique de Plouha (avenue Laënnec).
    tél. 02 98 93 77 60 (Tomaz)
    ou : kalon.plouha@wanadoo.fr

    Tous nos projets et nos activités (pièces de théâtre, conférences, excursions…) sur notre site http://kalon.plouha.voila.net et n'hésitez pas à nous écrire, si vous avez des remarques à nous communiquer à son sujet ou un renseignement à nous demander.

  • Date(s)
    04/12/2014

    LENN A-STROLL 2014-2015

     

    Setu al levrioù dibabet evit ar mizioù o tont gant skipailh Lenn a-stroll - Roazhon :

    01 KERZU   - Devet ez vev - Souad - Al Lanv
    05 GENVER - En-dro d'al lenn-vor - Jef Gedez - Al Liamm
    02 C'HWEVRER - Danevelloù evit ur bloaz - Luigi Pirandello - Mouladurioù Hor Yezh
    02 MEURZH - Geotenn ar Werc'hez - Jakez Riou - Al Liamm
    30 MEURZH - Ar forzhioù a gomz - Eve Ensler - An Alarc'h

    Emgav Lun kentañ ar miz, da 8eur30 e Skol an Emsav e Roazhon.

     

  • Date(s)
    04/11/2014

    D'ar 16 a viz Du e vo aozet e Gras-Gwengamp ur foarig levrioù kozh. Deuit 'ta da furchal e-touez ar bernioù levrioù, kavit ho teñzorioù a-raok ar re all! 4€ ar c'hilo! Kazi roet!

    Le 16 novembre prochain sera organisée une petite foire aux livres d'occasion. Venez donc fouiner dans les tas de livres, et trouvez vos trésors avant les autres! 4€ le kilo! Quasiment donné!

  • Date(s)
    23/10/2014

    Mont da skrivagner brezhonek : formulenn nevez

    Kinniget e vo gant Stumdi e miz Kerzu 2014, ur formulenn evit boazañ ouzh binvioù ar rakskrivañ senarioioù. Digor eo da gement hini en deus skiant-prenet war ar sevel skridoù.

    Deiziadoù :
    Eus ar 7 d’an 19 a viz Kerzu 2014 (div sizhunvezh pe 80 eurvezh)

    Lec’hioù :
    Sizhunvezh kentañ : Plouneour-Traezh (e ti Le Groupe Ouest)
    Eil sizhunvezh : Landerne (e ti Stumdi)

    Penaos lakaat e anv evit kemer perzh ?
    A-raok an 20/11/2014 e vo dav d’an danvez stajiad kas an traoù amañ-dindan d’ar greizenn stummañ Stumdi (Maner Keranden BP 311 29800 LANDERNE) ha dre bostel da gClaudie Malnoë, ar renerez (claudie.stumdi@wanadoo.fr) :
    • ur CV
    • ur skrid div bajennad d’ar muiañ ma vo displeget gant an danvez stajiad perak e karfe kemer perzh er stummadur kinniget amañ
    • ar goulenn kemer perzh leuniet klok (pajenn 3 ar galv amañ-staget), ha dre ar post hepken

    ***************************

    Devenir auteur en langue bretonne : nouvelle formule

    Stumdi va proposer en décembre 2014,  une formule pour se familiariser avec les outils de la pré-écriture de scénario. Ce dispositif est ouvert à toute personne disposant d’une expérience d’écriture en langue bretonne.

    Dates :
    Du 7 au 19 décembre 2014 (deux semaines ou 80 heures)

    Lieux :
    1ère semaine : Plouneour-Trez (siège de Le Groupe Ouest)
    2ème semaine : Landerneau (siège de Stumdi)

    Modalité de participation :
    Le candidat devra envoyer par courrier postal au centre de formation Stumdi (Manoir de Keranden BP 311 29800 LANDERNE) et par courriel à Claudie Malnoë, directrice (claudie.stumdi@wanadoo.fr) avant le 20/11/2014 :
    • un curriculum vitae
    • une note de deux pages maximum indiquant ses motivations pour participer à cette formation
    • demande de participation (page 3 de l’offre ci-jointe) par courrier uniquement

     

  • Date(s)
    01/12/2014 to 05/12/2014

    Ur staj brezhonek evit an deraouidi a vo aozet gant Skol an Emsav eus ar 1añ betek ar 5 a viz Kerzu e Roazhon. 35e kentelioù a yelo d’ober ar staj-mañ eus al Lun betek ar Gwener etre 9e ha 5e.

    Digor d’an holl e c’hell ar sizhunvezh staj bezañ kinniget d’hoc’h implijidi ha bezañ arc’hantouet gant an DIF met gallout a rafe  ha skignet daved tud ar skolidi ivez !


    Un stage de breton pour les débutants est organisé par Skol an Emsav du 1er au 5 décembre à Rennes. Ce stage compte 35h de cours du lundi au vendredi de 9h à 17h.

    Ouvert à tous, ce stage peut être proposé à vos employés et financé par le DIF, et il peut également être diffuser auprès des parents d’élèves !

  • Date(s)
    25/10/2014 to 26/10/2014
    Lieu
    Karaez

  • Date(s)
    06/10/2014
    Lieu
    Skol an Emsav, Roazhon

    Lenn a-stroll!!!


    Distro Lenn a-stroll evit an 9vet bloavezh !
    Beb LUN kentañ ar miz eus Gwengolo da viz Mezheven,  etre 8eur30 ha 10 eur noz- Skol an Emsav, 25 straed Pierre Martin - 35000 Roazhon -
    plg : 02 99 38 75 83 - degemer@skolanemsav.com

    "Bili er mor" a vo al levr kentañ. Danevelloù bet skrivet gant Annie Coz, embannet gant Skol Vreizh.


    Setu an deiziadoù kinniget evit 2014/2015 :

    - 6 HERE 2014
    - 03 DU
    - 01 KERZU
    - 05 GENVER 2015
    - 02 C'HWEVRER
    - 02 MEURZH
    - 07 EBREL
    - 04 MAE
    - 01 MEZHEVEN

  • Date(s)
    06/10/2014

    Gouelioù Breizh recrute son (sa) Animateur(-trice) Coordinateur(-trice)

  • Date(s)
    24/09/2014

    Ya! Ur sizhunieg e brezhoneg

  • Date(s)
    03/09/2014
    Lieu
    Lannuon

  • Date(s)
    02/09/2014
    Lieu
    Naoned

Pajennoù

Subscribe to Kemennadennoù
trouducru