Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Ar Marc'h Dall

Tost da gant a ganerien hag a sonerien eus Breizh, Korsika hag eus Laz-seniñ Sinfonek Bulgaria a laka ac’hanomp da dremen ur prantad eus ar re gaerañ asambles gant Ar Marc’h Dall, un oberenn veur eus ar sonerezh pobl e Breizh bet sonaozet gant René Abjean.

Ha gouest e vo hor bro da virout hec’h identelezh, he sevenadur hag he yezh warc’hoazh ? Pe daoust ha dont a raio da vezañ ur « marc’h dall » ha na oar ket dre beseurt hent mont ? Testenn don ha leun a varzhoniezh Job an Irien zo un digarez, evit bihan ha bras, da anavezout gwelloc’h Breizh dec’h hag hiziv ha da empennañ hini warc’hoazh.

Perzh o deus kemeret Véronique Autret, Gilles Servat, Laz-seniñ Sinfonek Bulgaria, kanerien eus Korsika, toserien Bagad Kemper…

Ti-embann: 
12,90 €
trouducru