Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Blog

  • Radio Kreiz Breizh

    "Abadenn skignet d'ar 07.09.2020

    Pennad-komz gant Magali Baron kaset da benn gant Tomaz Laquaine

    Emgav gant tud Kuzul ar Brezhoneg a ginnig al levrioù nevez embannet gant an tier-embann brezhonek. Lakaet vo ar gaoz war TRI DEVEZH, un danevell gant Petros Markaris, troet diwar ar gresianeg gant Alan Botrel, hag embannet gant An Alarc'h. Un danevell o c'hoarvezout en Istanboul e Turkia er bloavezhioù 50 e-metoù ar gumuniezh c'hresian, da-geñver un darvoud istorel nebeut anavezet."

  • Skrivagnerezed 9

    Annaig Renault
    1946 Neuilly-sur-Seine - 2012 Roazhon

        Perak he doa bet ar c'hoant, en endervezh-se, da lenn ar c'hozh romant-mañ a oa bet dilezet abaoe kement a vloavezhioù war estajerennoù an armel-levrioù? He leziregezh, he flanedenn, he zaol-chañs? Parañ a reas he selloù war ur golo gwenn deuet da vezañ damvelen. Ne oa ket tu dezhi da c'houzout e vefe pajennoù all he defe da dreiñ. Tudennoù all da gejañ ganto, buhezioù ha lec'hioù all da zizoleiñ.
        Landreantiz a oa kouezhet warni, landreantiz eurzvezhioù flamm an hañv. Neizhiet en ur gador-vrec'h e skeud ar skavenn-wrac'h, e krogas da lenn. Tro-dro dezhi e klaske pep tra he distreiñ diouzh he levr : c'hwez an douar, frond pebr ken anavezet ar bleunioù tost dezhi, safron ur wenanenn. Buan-tre ne oa mui war evezh. Riklañ a reas ar romant diouzh he daouarn. Ne glaskas ket adkemet anerzhañ abalamour d'ar morzadur. Diskenn a reas he selloù betek ur gartenn-bost hag a oa kouezhet, ur gartenn bet lezet e-barzh gant ul lenner all da verkañ ur bajenn. Test disoñjet eus eurvezhioù tremenet. Lufr al luc'hskeudenn a zañse en heol war ar grouan.
        Ar ranellded a gasas anezhi da lenn ar pezh a oa skrivet war an tu gin : «Gant ma zeneridigezh evit an eurvezhioù boemus bevet ganeoc'h en Heidelberg. A. Müller». Al luc'hskeudenn a ziskoueze tiez kozh ha romantel er serr-noz.
        Eus piv da biv al linennoù-se? Dibosupl da zivinout. Mistr oa ar skritur ha dianav an den. Kouezhañ a reas, a-benn ar fin en ur c'housk skañv evel hini ur babaig.
        Mouezh he mamm he dihunas a-bell.
        « Ur banne te? »
        « Ya, gant plijadur. »
    En he bizied e oa chomet ar gartenn.
        « Sell ouzh ar pezh 'm eus kavet. Ha prestet e oa bet al levr-mañ da unan bennak? »
    Trubuilhet e seblantas ar respont.
        « Me 'garfe gouzout evit piv e oa bet skrivet. »

    Evel-se e krog ar romant Dec'h zo re bell dija, Mouladurioù Hor Yezh, 2009.

  • Skrivagnerezed 8

    Nathalie de Volz-Kerhoënt
    Baden 1871 - An Oriant 1964

    Sinañ a rae Gwenfrewi

    An Naoned
    En Nañned

    Er roue a Frañs, Herri pear, a lein kastel Nañned a daulé ur sel tro ha tro dehon ar gerbén Duked Breiz hag e chomé bamet dirak gelloud Breiziz épad er Grennamzér. En un taul e laras d'er re e oe doh en héli :
    “Duked Breiz ne oent ket kansorted distér anehé !”
    Hiziù en dé, paud mat a Vretoned e ia d'én Nañned hag e drémen dré en hent-hoarn étal kastel hon Duked brudet, meit ped anehé é chonj én brinsed mat sé en des dihuenet, hor bro doh pep sort enebourion... Hui, Breiziz, brogarerion gredus, kerhet un dé benak de huélet er Gér-sé e zo houn ag en amzer ma oé Breiz ur vro galloudus ha digabestr.
    Da getañ, sellet mat doh en Iliz-vamm e zou doh hou kortoz ar er voten ha d'en dias kastel an Hermin. En iliz getañ e oé saùet get sant Klér ar léh un templ pagan, él ma vezé kavet é pep léh en amzer ma oé er Romaned mistr ér vro. En iliz e oé deit de vout kaer ha pinùik biskoah kement aral, édan goard eskob sant felix. Arlerh é varù revinet hag intañnet e oé bet get el laeron-vor, hanùet Normanded.
    Neoah en dervet kuéh roué Breiz Alan Barùek e ziredas hag arlerh un emgann start e voutas ér méz ag er vro er Normanded e déhas ar ou bageu trema ou bro e hrér hiziù en dé en Norvéj hag en Danemark anehé.
    Ean e adsaùas en iliz diskaret hag e saùas ur hriùléh, hanùet kastel er Bouffay tost erhoalh aveit dihuen en iliz neué ha kêr en Nañned.
    Epad er hantvléadeu arleh, pep eskob e lakas é boén d'hé hreskat hag é has ar gaerat muioh mui pepet betag hub amzér-ni. En iliz-vam e hellér guélet bé en Duk franséz  Eil hag é bried Margeit a Foix, kizellet get un dén a Gastel-Pol, brudet ar é vichér, Mikél Colomb. (...)
    Rekis e vezé liés dihuen kér Nañned doh ardeu hun enebourion ; Duked breiz a saùas tro ha tro mangoérieu get tourieu hag ur hriùléh neùé. Heneh é kastel en Hermin e vé guélet hoah hiziù en dé. Kastel kaer meurbet mar des ha ken inourapl él kriùléhieu hun amzér-ni.
    Eleih a dreu a bouiz vras é hanes Breiz e zo digoéhet ér hastél-sé : guélet en des déieu a zeverrans, a eurusted hag a leùiné, meit, siouah! Guélet en des eùé déieu lan a dristé hag a hlahar aveit hur bro karet.

    Tennet eus “Er bleu keltiek, sorbienneu ha guerzenneu”, 1930, hag adskrivet er memes doare.

  • Keleier an embann niv. 24

    Evit ma chomo bev an embann brezhonek,
    Lennit, prenit, roit levrioù e brezhoneg !

    Pelec'h kavout kelaouennoù pe levrioù brezhoneg da lenn ha da brenañ an hañv-mañ pa'z eo bet nullet an holl zegouezhioù sevenadurel er vro pe dost ? Estreget un nebeud stalioù-levrioù a laka war wel levrioù ha kelaouennoù en hor yezh ne vo digarez all ebet koulz lavaret. Kuzul ar Brezhoneg e Lannuon a vo digor e-pad an hañv. Gant plijadur e vo degemeret an neb a garfe pourchas pe gwelet hon embannadurioù kozh ha nevez.

    Gwelloc'h eo pellgomz pe kas ur postel a-raok dont.
    Hetiñ a reomp un hañvezh laouen ha disoursi d'an holl ac'hanoc'h.

     

  • Skrivagnerezed 7

    Jann Jouan a Gervenoael
    1873-1956

    En ur vro, tost d'hon hani-ni, eh eus koefoù ront àr hir, bras èl un delenn kistin pleget dre an hanter. Da betra e servij an tammig teod kazh-se àr lein ar penn? A-dra-sur nend eo ket evit parraat doc'h an heol eo. Tuchant ne chomo mui lec'h evit lakaat men ur spilhenn enne.
    Klevet em eus lâret -ne ouian ket mard eo gwir- penaos gwezharall, er vro-sen ar c'hoefoù a oa ivez hir ha ledan èl dre-mañ; mes un deiz ur c'hleñved bras a gouezhas àr ar c'hizhier. Setu levenez vras e rouantelezh ar razhed. Holl em zastumont, ha bemdez e veze chervad gete. Mes emberr ar bevañs a vihanaas: debret o doa ar pezh a oa moaiand da chaokiñ. Ret-mat e oa bet dezhe enta esae kavet boued arall. Un noz, etre ma oa kousket an holl, un nebeud ag al loened-hont em dolpas er vro-se a gomzan deoc'h anezhi hag en em lakaas da grinat troenn ar c'hoefoù; rak, èl ma ouiit, troennoù ar c'hoefoù a vez ampezet hag ar razhed a blij bras an ampez dezhe. E welet o c'hoefoù dispennet, ar merc'hed-se, staget start doc'h o danvez, ne vennazont ket dispign ar gant evit o reneveziñ.
    Neoazh, kentoc'h evit chom diskabell, int a zougas èl-se relegoù o c'hoefoù! Adal ar prantad-se, giz ar c'hoefoù krignet a chomas er vro.

    Jeanne Jouan de Kervenoael. Sinañ a rae Guérénennig Breih.

    Evit ar merc'hed, àr ar c'hoefoù, Dihunamb 8, C'hwevrer 1906.

    Tennet diwar al levr Torkad, embannadurioù Al Lanv

  • Skrivagnerezed 6

    « O ! Va bro ! E pep lec'h e vije komzet neuze eus da vugale gant ar brasañ doujañs, gant souezh, gant admirasion ! Ouzhpenn da vac'herien, oa brudet ivez da varzhed ha dreist-holl Marzhin ar barzh a skiant vras. Desket oa bet en enez Mon gant ar re ziwezhañ eus an drouized, hag a oa deuet gouiziek en o skiantoù, sant Koulm er greas gouiziek.
    N'hellfen ket echuiñ an noz-mañ, ma teufen da lavaret deoc'h an holl istor eus Marzhin an divinour. Eñ, a lavarer, a ouie an holl draoù kuzhet ha skrivet en deus ar pezh a erruas, hag a-wechoù ar pezh oa da erruout. Bez zo muioc'h c'hoazh, rak klevet em eus lavarout penaos Marzhin zo atav bev, emañ, kredit ma karit, en ur bez e koad Brekilien ha ne ouzer ket an amzer ma vo digoret e vez. Ya, kousket eo Marzhin, ne glever mui e vouezh o tiskleriañ o riskl d'e genvroiz ker. Koulskoude ar Vreizhiz e c'hortoz c'hoazh, hag o deus kredet e oa dihunet pa o deus klevet, un nebeud bloavezhioù 'zo, mouezhioù dous o kanañ meuleudioù ar vro (Barzhaz Breizh). Arzhur ivez zo kousket, petra bennak ma eo bet skoet gant e niz Mordred an treitour. Ne oa gwelet mui er bed : ar Vretoned a hed anezhañ ivez, ha pep kalon a lavar : - Pedavare a zeui da zihun Arzhur ar Braz, ha da gemerout e gleze mat Eskalibar ? Galv da Vretoned hag e teuint en dro dit ! »

    Tennet eus Histor ar Vreiz, 1863

    Anna Vezmeur (Anne Le Bastard de Mesmeur)
    Kemper 1823 - Kraozon 1909

     

  • Jarl Priel o komz 2

    Selaouit mouezh Jarl Priel o lenn ur pennad tennet eus e levr Ma zammig buhez.

    Penaos e varvas ma mamm

    Ar bloaz-se, e tegouezhe da ouel Itron-Varia Hanter-Eost bezañ ur Sul, hag ar Merc'her d'abardaez e teuas stad ma mamm da vont ken buan war washaat, ma redas ma zad da gerc'hat ar mezeg. N'ouzon ket gant peseurt louzoù, gant peseurt pikadenn e reas e daol, met kalz welloc'h en em gavas a-daol-trumm ar glañvourez, ha kement-hini a zeuas bete du-mañ ar Yaou a zisklêrie e-leizh e c'henou: “Ma! frankaat a ra dezhi, ouzh a ra!” — “Frankaat?” eme darn-all, “ya, mar karan, hag un tamm mat zoken!” Krediñ a rae din ivez en devoa graet ar c'hleñved e varead, ha setu me prest da nijal gant al levenez.

    Ar Gwener beure-mat e lavaras din va mamm-gozh: “Kae, mabig, d'an iliz da bediñ dirak an Itron Varia Lourd; mar plij d'ar Werc'hez Santel e teufe Ann-Mari e-barzh, mont a raimp holl du-hont da vloaz evit he zrugarekaat.” Sentiñ a ris raktal outi.

    Kristen ebet ne oa en iliz d'an ampoent-se, ha stagañ a ris da bediñ evel ma ouien, gant va holl nerzh, gant va holl fiziañs, ken ma teue an dour war ma daoulagad. Biskoazh n'am boa pedet gant kement a feiz hag a galon, ha biskoazh moarvat ne zegouezho din hen ober. Lakaet am boa em fenn e vijen selaouet gant ar Werc'hez Vari, ha krediñ a rae din en divije truez ouzhin ar Mabig Jezuz bennozh d'erbedenn e vamm, ha ne fellje ket dezhañ ober ken abred ganin ur minor.

    Siwazh, ne oa gwellaenn ar Yaou netra nemet “frankadenn ar marv” hervez ma lavarer em c'horn-bro, ur bourd kriz, un taol-yud a-berzh an Ankou na dremen ket alies hep deskiñ dimp ez eo mestr d'ober e giz ma kar evit ma vo trenkoc'h hon anken ha c'hwervoc'h hon glac'har. Ar Sadorn d'an noz e oa va mamm war he zremenvan (Marteze, fent o devo darn 'zo gant ar pennad-mañ, met n'eus forzh. Edo d'an ampoent-se ar baotred e ti va c'henitervez Soaz an Aubin o vutunat ur c'hornedad kent mont da gousket, pa glevjont en hent-don damdost d'ar vereuri e Roc'h Velen, trouz un dumporellad vein diskarget gant ur safar spontus, ha goude, gwigour ur c'harr o pellaat war e blaen. Lammat a reas Soaz e-maez. Sklaer e oa al loar; nag er porzh, na war an hent, neblec'h ne oa na tud, na kezeg, na tumporell, na maen. Ober a reas va c'henitervez sin ar groaz en ul lavarout: “Ma Doue, emañ Ann-Mari e par ar marv.” Ha hep dale kerzhout a reas gant he zad war du ar vourc'h. Ne oant ket hanter-hent pa zeuas en arbenn dezho ur vaouez, herr warni, pedet gant ma mamm-gozh da vont di da gemenn ar c'heloù: “Goût ’ouzomp, va flac'h,” eme va zonton Loeiz, “bet int dija du-mañ.”).

    Kaset e voe raktal un den da Landreger da di ar mezeg, met ne deurvezas ket an Aotrou Gwezenneg dont da Briel: “Ur gwall zevezh am eus bet,” emezañ, “faezh on gant ar gozhni hag al labour, ha neuze... ha neuze ne dalv ken ar boan”. Goude holl, ar wirionez oa gantañ. Graet e oa bet din mont d'am gwele evel boaz, ha daoust din da stourm ouzh ar c'hoant kousket, krog e oan da vorediñ pa ziredas va zad d'am bete.

    “Damañ din va faotr bihan,” eme ar glañvourez dare da vervel, “ma pokin dezhañ c'hoazh ur wech!”

    Seizh vloaz ha hanter-kant a zo tremenet abaoe an noz-se, met netra n'am eus ankounac'haet, na zoken an disterañ hini. Krediñ a ra din n'emaon ket amañ, em liorzh Krec'h Eliez, war greiz an deiz en derc'hent gouel Sant-Erwan 1954, o skrivañ gant un tammig kreion an eñvorennoù-mañ... Nann! n'on ket amañ, met du-hont, e ti melen ar vourc'h, ar bemzek a viz Eost 1897, du-hont, douget d'ar red gant va zad o pignal gant ar viñs teñval. Emañ an horolaj o paouez tintañ un eur goude hanter-noz; digor eo war hec'h hed dor ar gambr; krenañ a ra ur gouloù e-tal ar gwele; gwelout a ran va mamm, kizennoù he blev melen-aour peget gant ar c'hwezhenn ouzh he zal, he daoulagad ken glas, ken bev gwechall, ha bremañ dilufr, sanket don en o foull, hag ur struj warni, ma Doue! gwennoc'h eo eget ar goarenn wennañ; perak eo deut da vezañ kastiz ha da goazhañ ken prim? Daoust da se, e striv da stardañ he divrec'h e-dro d'he mabig; santout a ran war va jod c'hlebiet gant he daeroù ur pok ken tomm hag ur c'hlaouenn, rak un derzhienn spontus a zo ganti, ha c'hoant, ya, c'hoant bras he deus da lavarout un dra bennak, met alas, n'eo ket evit distagañ ur ger...

    Daoust ha petra am bije klevet diganti? “Kenavo, va muiañ-karet,” pe “Bez fur, Jarlig, ha desk!” N'ouzon ket! ha biken ne zeuin a-benn da c'houzout kement-se, kent ne vin adarre, kwita mammig, tal ouzh tal ganeoc'h.

    A-greiz-holl unan-bennak a ziframmas ac'hanon a-ziwar ar gwele, ha setu me adarre war ar pondalez teñval-sac'h, douget d'an traoñ kaer am boa gouelañ, difronkoñ ha yudal; un druez hepken, hervez m'am eus klevet goude digant meur a hini.

    Petra 'fell deoc'h? yaouank e oan ha brevet holl gant ur c'himiad ken berr ha ken doanius; hogos diouzhtu e vanis kousket evel ur broc'h.

    Dihuniñ a ris a-stroñs rak bez' e oad o sachañ war va brec'h. Tarzhet e oa an deiz, klevout a raen ar c'hleier o vrallañ goude an añjeluz, hag e-keit m'edon o tipikouzañ va daoulagad, e lavaras din va c'henitervez Soaz an Aubin: “Hirie eo gouel Itron Varia Hanter-Eost; emañ bremañ holl aeled ar Baradoz o kanañ meuleudi d'ar Werc'hez, met diwall da ouelañ, Jarlig, da vamm a zo aet ganto.”

    Ur pennadig kent na grogas an deiz da sevel, pa grede d'an dud war vale e oa sorennet va mamm, he devoa goulennet evel-hen: “N'emañ ket va mamm aze?... en anv Doue, va lakait war he barlenn, eno e fell din mervel.” Enaouet e voe raktal ar goulou benniget, stagañ a rejont da zibunañ pedennoù an Anaon, ha war varlenn Soaz Sapeur, he zal harpet ouzh hini he mamm n'he devoa bet bugel ebet nemeti, setu pelec'h, evel un evn, hep klemm na fiñv, e tennas Ann-Mari an Aubin hec'h huanadenn diwezhañ.

    Daou vloaz ha-tregont he devoa, nemetken...

  • Skrivagnerezed 5


    Son ar C'hemener

    C'hwi ho peus klevet, met a gred
    ar vugale o lavaret :
    "Ur c'hemener n'eo ket un den
    Nemet ur gaouiad ne d'eo ken".

    Ne dle ket bezañ interet
    Nag er porched nag er vered,
    Nemet e korn ur parkad kerc'h,
    holl chas ar barrez war e lerc'h.

    Mar d'eo ar gemenerien holl
    Evel ar re zo e Lambaol,
    O va Doue! nag a c'hevier
    War an torchennoù a glever.

    Ma vent dastumet pizh-ha-mat
    E vez anezho meur a sailhad ;
    Ha Paolig lipfe e vourroù
    O welet ur seurt bern pec'hejoù!

    Mes d'ar c'hemener pa varvo
    Siwazh ! Doue a lavaro :
    "Kerzh a zirazon torchenner
    Da welet pelec'h 'mañ da c'hevier".

    Kaer a zo treiñ an eurioù kozh
    a lenner en tiez diouzh an noz
    Sant ebet e-barzh ne gaver
    Hag a vije bet kemener.

    Rak se tud an holl vicherioù
    O deus ur patron 'barzh an neñvoù,
    Ha me gavo 'raok ma vin aes
    Ur patron d'ar c'hemener kaezh.

    M'eus ket amzer da vont a bell,
    Ha rak-se pa ne gavan gwell,
    Te vo patron ar c'hemener,
    Lusifer gozh tad ar gevier.

    Mariann Abgrall
    Lambaol-Gwimilio 1850-1930

    Barzhez, hec'h oberennoù a zo bet strollet en ul levr embannet gant Al Liamm e 1962 : Gwinizh hepken.

     

Pajennoù

Subscribe to Blog
trouducru