Pennad: Ar plac’h a zeue eus ur vro aet da get
Pennad klok bet embannet en Al Liamm n°404, Mae, Even 2014.
Saskia Hellmund-Lahellec a zo bet ganet e 1974 en RDA. Abalamour d’he bro ha gwrizioù orin ez eus enni, abaoe 25 bloaz, ur santad a zibarded a restaol deomp amañ en he skrid.
Graet he deus studioù istor ha kaset da benn un dezenn gall-hag-alaman. Kelennerez eo bet er Sorbonne a-raok dont da chom da Vreizh. Heñcherez evit an douristed eo bremañ hag e karg eus ar c’hehentiñ hag ar buheziñ e Ti an Dugez Anna e Montroulez.
« Dont a rit eus neblec’h. »
Petra ’c’hellan-me respont ? N’eo nemet ar wirionez. Dont a ran eus ur vro hag a zo aet da get. Evel un touell, evel ar pezh a c’hoarvez en ur marvailh.
Chom a ran sorc’hennet gant va bro. Lezet he deus he roud warnon. Skilfet on bet ganti da viken. Merket don on em c’horf, skarzhet ha lakaet a-gostez on bet. Lakaet war-wel ivez.
Dont a ran eus tu all ar melezour. Evel ar goantenn kousket er c’hoad ez on dihunet ur mintinvezh en ur bed nevez, estren ha souezhus.
Eus an eil devezh d’egile, pe dost, ez eo bet pennboellet bed va bugaleaj. Da viken, hep gellout distreiñ war va c’hiz. N’on ket gouest da adpakañ va amzer dremenet, diwirheñvel eo, digomprenus evit ar re a zo tro-dro din bremañ.
Ganet on bet en RDA e 1974. 15 vloaz oan pa oa bet diskaret ar voger, 16 vloaz pa oa bet diverket va bro diwar ar gartenn, diverket diouzh an douaroniezh. Graet ’vez outi “RDA gozh” pe “ez-Alamagn ar Reter”. Daoust d’ar strivoù-se n’eo ket aet va bro da get penn-da-benn. Bevañ a ra e kalonoù he bugale c’hoazh, en eñvor an holl re o deus bevet enni ul lodenn eus o buhez. Bevañ a ra er re a zo bet gloazet don, er re a zo c’hwerv, er re a c’hoantae doujañs evit an den. Bevañ a ra e hiraezh ar re o deus bevet o zammig buhez sioul hag a zo bremañ dibourvez, lezet a-gostez, dilezet.
Penaos displegañ eo bet va bugaleaj disheñvel diouzh an holl draoù a anavezit ? Pegen iskis ha disheñvel eo evidoc’h hon hunvreoù, hon soc’hennoù, hon stourmoù deomp-ni.
Bevet em eus en ur gevredigezh diazezet war dalvoudegezhioù uhelvennet ha breinet war un dro. Un toull-bac’h brevus kenkoulz hag ur c’hoant da grediñ er pep gwellañ en den.
« Dont a rit eus neblec’h. » (...)
Koumanantit! Abonnez-vous! Subscribe!