Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Blog

  • Gouel al levrioù hag al Lenn e Tregastell

    Gouel al levrioù hag al Lenn e Tregastell
    8-9-10 a viz Gouere 2022
    Aozet gant Kêr Dregastell kevelet gant Nevez Amzer Tregastell ha Kuzul ar Brezhoneg

    Digor d’an holl adalek 15 vloaz.
    An danvez a zo dieub gant ma vo kavet en danevell an anv «Tregastell».
    Arabat e vefe bet embannet an danevell a-raok.
    Kas anezhi en un doare skriverezet, etre 4 ha 7 pajennad Times New Roman, brasder 12, etrelinennad 2 da levraoueg ti-kêr Tregastell
    Arabat sinañ an danevell.
    Ar skridoù a zo da vezañ kaset etre ar 4 a viz Meurzh hag an 31 a viz Mae 2022.
    Reolennoù ar genstrivadeg danevelloù e brezhoneg a gaver war : http://www.tregastel.fr/Le-marque-plage

     

  • Stajoù KEAV

    - Aozet e vo Staj Kan bloaziek KEAV er Greizenn an Amzer Nevez e PLAÑVOUR, d'ar Sadorn 14 ha d'ar sul 15 a viz Mae. Kaset e vo gant Sofi an Hunseg ha Serj Bozeg.

    Diwallit : kontet eo ar plasoù, ne vo ket degemeret ouzhpenn 15 stajiad...

    - Kinniget e vo ur bourmennadenn e Sant Jakez an Enez, (Bro Dinan), d'ar Sadorn 2 a viz Ebrel.

  • Bloavezh mat 2022

  • AL LANV E LIV!

    AL LANV E LIV ADALEK AN NIVERENN 158 !

    Divizet hon eus embann al Lanv e liv adalek an niverenn 158. Fellout a ra deomp modernaat doare ar gelaouenn ha kinnig ur gelaouenn vravoc'h, ha plijusoc'h da lenn eta, d'hol lennerien.
    N'eo ket digoust, evel-just, tremen eus ar peder fajenn golo e liv d'ar gelaouenn a-bezh e liv. Setu perak hon eus ezhomm a goumananterien nevez. Pep koumanant a gont. Koumanantiñ, lakaat tud nes deoc'h da goumanantiñ, profañ koumanantoù, setu an doare nemetañ da reiñ un diazez solut d'ar gelaouenn.


    Kontañ a reomp warnoc'h evit ober ar c'hammed-se. Pe e vefec'h koumananter nevez, pe e vefec'h bet koumanantet en a-raok, bremañ emañ ar mare da goumanantiñ.
    Abaoe miz Genver 1980, 41 bloaz 'zo eta, e teu al Lanv er-maez. Padout a zo kemmañ dibaouez, mennout derc'hel da vont, neveziñ hag ober hent asambles. Peder niverenn liesseurt o danvez, fonnus hag ingal a embannomp bep bloaz. Ment A 4, 36 pajennad + golo da nebeutañ hag alies en tu-hont d'ar gont-se. Saviad etrebroadel, politikerezh, kevredigezh, yezh, sevenadur, lennegezh... Pennadoù kelaouiñ, preder, skridvarnerezh, arnodskridoù, atersadennoù, barzhoniezh... N'omp ket neptu, se 'zo sklaer, engouestlet omp evit hor yezh hag hor bro hag a-unan gant stourm mab-den evit an dinded, ar frankiz hag ar reizhded dre ar bed. Frank eo an dachenn, digor eo hon dor ha digor hor prenestr war ar bed.
    UR YOUL VOUTIN DA REIÑ DA GLEVOUT MEUR A VOUEZH VREZHONEK OC'H EMBANN BREIZH HAG AR FRANKIZ.  Mard eo ho youl ivez eo graet ar gelaouenn al Lanv evidoc'h. Ur gelaouenn vodern evit ar vrezhonegerien a-vremañ a fell dezho bevañ en o yezh.

    Koumanantit dezhi !

  • Geriadur brezhonek "Ar Vag"

    GERIADUR BREZHONEK AR VAG

    DIGORADUR

    Gouestlet eo ar studiadenn-mañ da geriadur brezhonek ar bigi, ar mor, al labour ha doare bevañ an dud a vor. Dastumet eo bet ar pep brasañ (2008 ger) eus ar gerioù ha troiennoù brezhonek a gaver er pemp levrenn c'hallek eus an oberenn Ar Vag embannet etre 1978 ha 2010 pe se.
    E pep mellad e kaver dre vras :
    Ar ger e lizherennoù tev ; hag e lizherennoù stouet ar gerioù skrivet en un doare direizh ; d.s. Be Kouz, e-lec'h Bae Kozh.
    E jener, pe e rumm yezhadurel.
    An daveoù : niverenn al levrenn ha pajenn el levrenn-se ; d.s : 1-30.
    An arroudenn a gaver ar ger-se (pe an droienn) enni.
    Ar ster roet gant Ar Vag.
    An daveoù en un nebeud geriadurioù. Pa ne vez kavet netra enno, e vez skrivet hag islinennet : «N'eo ket bet kavet ar ger-se er geriadurioù.»
    pe «N'eo ket bet kavet ar ster X gant ar ger Y er geriadurioù.»
    Ar reizhskrivadenn pa vez ret (RS :...).
    E pe levrenn eus Ar Vag eo bet implijet ar ger-se ; d.s. : (1-...) ha daveoù d'un nebeud skouerioù all en unan eus al levrennoù ; d.s. : (2-115), (4-206)...
    E rann-pennad divezhañ ar mellad e vez notennet e orin, ar pellañ ma c'heller, betek ar wrizienn indezeuropek pa vez tu.
    Daveoù d'un nebeud gerioù all ; d.s. : lestr (2-368), bark (5- 172)...

    Lakaet eo bet etre (kromelloù) melladoù ar gerioù gallek (121) d.s. (bombarde 1-105), a-wechoù brezhonekadurioù (34) d.s. (boëtter 1-78).
    Lakaet eo bet ar sin* dirak ar gerioù n'int ket e levrioù Ar Vag, pe elfennoù : *stag, penngef ar verb distagañ ; *di-/dis- ur rakger ; *-añ dibenn-verb. Lakaet eo bet ar sin° dirak ar gerioù o kregiñ gant ur c'hemmadur : d.s. °baol pe °vaol < paol.
    E dibenn pep lizherenn eus an eil levrenn d'eben eo bet renablet diouzh un tu ar gerioù «nevez» (d.l.e. ar re n'int ket bet kavet er geriadurioù) ha diouzh un tu all ar sterioù «nevez» (d.l.e. sterioù n'int ket bet renablet er geriadurioù).
    E 2004 eo bet boulc'het ar studiadenn-mañ. Geriadurioù 'zo ne oant ket bet embannet d'ar c'houlz-se eveljust : diwezhatoc'h hon eus dalc'het kont anezho ar muiañ ar gwellañ. Al labour-mañ a c'hello bezañ klokaet gant an enklaskoù bet graet e levr-mañ levr.
    Soñjal a ra deomp e c'hello al danvez-mañ bezañ talvoudus evit kalz a dud e-touez ar studierien pe ar glaskerien. Bez' e c'heller mont donoc'h c'hoazh er studiadenn-mañ ; danvez a chom d'an neb a garo kregiñ e-barzh, pe e vefe studier, klasker, yezhoniour pe geriadurour...

    © Gildas Le Bihan

    Evit pellgargañ ar geriadur:

Pajennoù

Subscribe to Blog