Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Douenwenn, maeronez an amourouzien!

Douenwenn, maeronez an amourouzien!

Lidomp Santez Douenwenn, maeronez an amourouzien, d'ar 25 a viz Genver.
Kartennoù niverel e stumm .pdf digoust da bellgargañ amañ.

 

 

Hag anavezout a rit santez Douenwenn, maeronez an amourouzien?
Tostaat a ra mare gouel sant Valentin, gant ar charre a ya da heul. Ha gouzout a rit ez eus eus un dra damheñvel evit ar Gelted, a vez lidet dreist-holl e Kembre, met a zo (pe a oa betek nevez ’zo) anavezet e Breizh ivez?

Eno, e Bro-Gembre, eo anavezet dreist-holl gant ar stumm Dwynwenn, met skrivadurioù all a gaver: Dwyn, Donwen, Donwenna, Dunwen, Thenova... Lidet e vez d'ar 25 a viz Genver.
Bevañ a rae er 5vet kantved hag e oa-hi unan a-douez 24 merc'h ar priñs Brychan Breicheinog. Koant ar bam e oa-hi, hervez kont, ken-kaer hag an heol.
E karantez e oa-hi gant Maelon, ha hemañ a oa e karantez ganti, ken e oa. Ar pezh a zo, ne felle ket dezhi dimeziñ gantañ. N'eo ket sklaer ar perag. Hervez doareoù an istor he devoa c'hoant da vont da leanez, da seurez, pe e oa kinniget d'ur priñs all gant he zad. Hag ar paourkaezh Maelon, eñ, ne gomprene ket perak, pe ne c'houlenne ket kompren. Doaniet gant prez he muiañ-karet e tec'has homañ rakañ ha mont da guzh en ur c'hoad. En noz, dre he huñvre, e voe desket dezhi gant un ael penaos ober un enep-c'hwistantin da derriñ d'e garantez.
Ne voe ket heuliet mat a-walc'h, moarvat, ar bozologiezh pa voe kinniget an died da Vaelon rak terriñ a reas kement ha ken bihan d'e vroud en he c'heñver ma voe troet e skorn.
Pediñ c'hwek a reas Douenwenn neuze da gaout tri mennad: 1. ma vije diskornet Maelon; 2. ma vije disammet kement gwir amourouz diouzh droug ar garantez, pe dre lakaat an div galon da vleuniañ asambles, pe dre derriñ ar gwall garantez gouzañvet gant unan hepken; 3. na vije den ebet o klask dimeziñ ganti. Mont a reas d'en em staliañ en ul lec'h didud-krenn, un enezennig er-maez da Enez-Vôn, Ynys Llanddwyn.
Diwar-se e teuas santez Douewenn da vezañ maeronez an holl amourouzien. Gouzout a reer evel-se e oa bet ar barzh Dafydd ap Gwilym, er 14vet kantved, o c'houlenn diganti reiñ Morfudd dezhañ, ar plac'h a gare. Gwall hardizh e oa hor paotr pa oa eus Morfudd ur plac'h dimezet dija!
Brudet-kenañ e oa al lec'h er 16vet kantved ma veze graet pardonioù ha dont a reas da vezañ lec'h pinvidikañ ar c'horn-bro.
Eno ez eus ur feunteun sakr: Ffynon Dwynwen. Gallout a reer gouzout gwirionez ur garantez en ur deuler bruzun bara enni, ha goude-se ledañ ur mouchouer war c'horre an dour. Mar deu ur silienn bennak da zirenkañ anezhañ ec'h eo mat ar sinad! Aesoc'h zo, ma verv an dour e-keit ha m'emaoc'h war al lec'h ez eo mat ar jeu.
Pedet e vez ivez evit gwareziñ ha pareañ loened doñv.
Un diazez pagan a zo moarvat d'an holl draoù-se. Feunteunioù karantez a gaver ivez e Breizh, gant an elfennoù-se: bruzun, sili, pezhioù dilhad... evel e feunteun Sant-Eflamm e Plistin, ha tost-tost eo gouel ar santez-se (25 a viz Genver) da ouel bras ar merc'hed en deiziadur ar Gelted, ar 1añ a viz C'hwevrer. An doueezed eo ivez a oa karget da wareziñ al loened.
Porthddwyn e Kembre zo dediet dezhi ivez, hag un iliz e Kernev-Veur. E Breizh eo dindan an anv Douinenn, Touin, Touina, Ouin eo anavezet... Enoret e vez e Plouha, Sant-Loup, Pleudihen, da skouer. E Sant-Maloù ivez e oa ur chapel "Sainte-Ouine" (dediet goude da "Saint-Ouen"!) war Enez ar Grand Bé. Ur foar vras a e-pad miz e Sant-Maloù (er bloaz-mañ etre an 18 a viz Genver hag ar 16 a viz C'hwevrer), anvet «Foire de Sainte-Ouine», gwechall e oa brudet evit bezañ ar mare hag al lec'h evit ar yaouankizoù da glask o far.
Berzh a ra ar gouel-se mui-ouzh-mui e Kembre. Boas e vezer da brofañ bleunioù, chokolad ha loaioù-karantez hollvrudet Kembre da geñver an deiz-se, kalzik a gartennoù a vez kaset ivez. Arabat ankouaat eta ar 25 a viz Genver!

 

 

© Kuzul ar Brezhoneg

trouducru