Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Blog - Category: No name

  • C'hwevrer

  • Katalog Nedeleg 2018

    Katalog Nedeleg 2018, Keleier an embann n° 22, zo deuet er-maez: kavet vo ennañ nevezentioù ar bloaz hag un dibab levrioù marc'had-mat.


    Prizioù da dalvezout betek an 31 a viz Genver 2019. Paeamant dre chekenn pe dreuzvankadenn war anv Kuzul ar Brezhoneg. Evit an estrenvro deuit e darempred ganeomp.
     

  • Titouroù diembann e-leizh diwar-benn ar Brezel Bras !

    E meur a geñver e voe Charles Le Goffic — Breizhad kar-e-vro anezhañ — un test eus an dibab eus ar brezel bed kentañ. E Pariz e veze e-pad al lodenn vrasañ eus ar bloaz ha dre-se en doa skoulmet darempredoù gant pennoù bras eus an arme — ar jeneral Ferdinand Foch en o zouez —, gant skrivagnerien, embannerien ha kazetennerien ha gant dilennidi ivez. A-drugarez da se eo e c’hellas dastum ditouroù ha gwelet dielloù a implijas goude-se evit skrivañ e « zeizlevr brezel ». Pa veze e Breizh e kemere perzh er vuhez lec’hel hag e taremprede livourien, arzourien ha pennoù bras eus bed al lennegezh a veze e Perroz-Gireg ha tro-war-dro. Tad ur stourmer e oa ivez, hini ar medisin a vor Jean Le Goffic.
    Ma n’eo ket bet embannet al levr-mañ — daoust m’eo talvoudus evit a sell ouzh brezel 1914-1918 — eo abalamour ma’z eus meneget tud eus kement metoù zo ennañ… ha n’eo ket hepken evit lavaret vad diwar o fenn ! Dav lavaret, avat, ez eo al levr-mañ un dever a vemor ivez, hag an dra-se a rank bezañ graet gant an holl ac’hanomp, pa vo lidet kantvet deiz-ha-bloaz fin ar brezel bras er bloaz-mañ.
    Kaoz a vo eus al levr-mañ, sur ha n’eo ket marteze, pa’z eo dezrevellet ennañ, a zeiz da zeiz, heuliadoù ar brezel war an talbenn ha war vor, e Pariz kerkoulz hag e Treger.
    Ganet e voe Charles Le Goffic d’ar 14 a viz Gouhere 1863 e Lannuon ha mervel a reas er memes kêr, e ti e vab, d’an 12 a viz C’hwevrer 1932. Barzh, skrivagner romantoù, kazetenner ha skridvarnour e oa. Bez’ e voe prezidant Société des gens de lettres ha dilennet e voe en Académie Française e 1930.

    Taol-sell war gazetennoù :

    Le peuple Breton - miz Du 2018

    Prenañ :

    Paeañ enlinen

    pe

    grouc'hemenn dre ar post :

  • Trugarez vras deoc'h holl !

    Echu saloñs al levrioù Karaez hag evel bep bloaz oc’h bet niverus o tont betek hon stand.

    Fellout a ra deomp ho trugarekaat evit ho skoazell hag evit an interest a ziskouezit evit hon levrioù.

    Lavaret a reomp trugarez ivez d’an aozerien rak a-drugarez dezho e c’hall an embannerien en em gavout gant o lennerien en ul lec’h m’eo plijus kenañ an aergelc’h.

    Emichañs en do tro skipailh Kuzul ar Brezhoneg da welet ac’hanoc’h adarre a-benn bloaz. :-)




















     

  • Ar skrivagnerien o sinañ e Karaez



     

    Ar skrivagnerien-mañ a vo o sinañ e saloñs al levrioù e Karaez salon d'ar 27 hag 28 a viz Here 2018:

    Al Lanv :

    Padrig an Habask : pevar levr Tadhg Mac Dhonnagáin (troidigezh) , Prederiadennoù de Jose Maria Arizmendiarrieta (troidigezh), ha Gwez ar vro

    Anna Duval-Guennoc : Gwez ar vro


    Al Liamm :

    Erwan Hupel : Penaos dont da vezañ brezhoneger a-vihanik ? (romant) et Gevred ha skridoù all gant Roparz Hemon (skridoù diembann)

    Jean Le Clerc de la Herverie : Seizh tra da ober (romant)

    Erwan Evenou : Bugale milliget ar baradoz kollet (romant)

    Kristian Braz : An diwaller er segaleg - JD Salinger (troidigezh)

    Jerom Olivry : Ouzh skleur an noz (romant)


    Mouladurioù Hor Yezh :

    Alain Durel : Kan ar Mor-Bihan (haiku)

    Ingrid Audoire / Jean-Marie Seiget : War-zu un islam adsperedelaet (skrid-arnod)


    An Alarc'h :

    Michel le Goffic : Mon carnet de guerre 1914-1919 - Chales le Goffic

    Mich Beyer : An dilastezer (romant)

    Yann fulub Dupuy : Galnys (C'hoariva)

    Alan Martel : Istor ar vatezh ruz (troidigezh)


    Barn ha Skrid :

    Bernez Tangi : Dastumadeg an anaon (barzhonegoù)


    TIR :

    Erwan Hupel : Ribinoù (studiadenn)

    Jo Martin  : Barzhonegoù war an talbenn, poèmes du front - Yann Mari Normand (barzhoniezh)

  • PRIZ DANEVELLOU TI-KER KARAEZ


    Estreget priz ar romant, e vez roet gant kêr Karaez ur priz d'un danevell e brezhoneg : priz danevelloù ti-kêr Karaez. Abaoe 2010 e vez roet ar priz-se, liammet gant Gouel al Levrioù. Ur priz a 1500€ a zo da c'hounit, roet da vare Gouel al Levrioù.

    E 2017 e oa bet aet ar maout gant Herve ar Gall evit e danevell Mont gant an hentoù (Al Liamm)

    Evit kemer perzh, an tiez embann a rank kas danevelloù araok ar 30 a viz Gwengolo dre bostel (restr pdf) da : festivaldulivre@gmail.com

    Restr-stag : reolennoù ar priz.

  • Standoù Kuzul ar Brezhoneg 2018


    27 hag 28 a viz Here / 27 et 28 octobre 2018 : Gouel al levrioù e Karaez / Festival du livre de Carhaix

    11 a viz Du 2018 / 11 novembre 2018 : Saloñs al levrioù Plistin / Salon du livre de Plestin-les-Grèves

    18 a viz Du / 18 novembre 2018 : Saloñs al levrioù Pluguen / Salon du livre jeunesse de Pluguffan

    24 ha 25 a viz. Du 2018 / Samedi 24 et dimanche 25 novembre 2018 :  Ouïr'Lire Livres et musique à Plœuc-L'Hermitage

  • Kendalc'h ketiek etrebroadel 2018

Pajennoù