Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Stages, formations et cours du soir

Brezhoneg

Aozet e vez gant Stumdi stajoù nevez amzer e-pad vakañsoù c’hwevrer pe Pask hag ur staj hañv evit an deraouidi hag an deskidi ampart.
Tu 'vo d’an deraouidi deskiñ an diazezoù evit bezañ gouest buan d’ober gant ar brezhoneg.
Kinniget e vo d’an deskidi etre pe ampart stajoù evit tapout barregezhioù e brezhoneg: sevel istorioù, kanañ, mont pelloc’h gant ar yezh o tizoleiñ glad Enez Eusa pe Landerne.
Bez e c’hell an implijidi tennañ gounid eus o gwir hiniennel da vezañ stummet (DIF) evit heuliañ hor stajoù. Kinniget e vez prizioù marc’hadmatoc’h d’an dud dilabour ha d’ar studierien.
Dizoloit an holl ditouroù war hor stajoù berr el levrig amañ-staget !

Brezhoneg

Abred emañ Nedeleg ar bloaz-mañ.
Kinnig a reomp deoc'h kemer perzh en ur c'hoari a-benn gounit un alc'hwez usb Roudour.
N'ho po nemet respont d'ar goulennig e fin al lizher-mañ.

Petra nevez gant Roudour ?

E-penn kentañ 2014, da vare ar mennozhioù start, e vo kroget gant ur stummadur evit an deraouidi, ur sadorn ar miz e Kemper. Poent eo lakaat e anv !

Da vare ar vakañsoù goañv e vo kinniget deoc'h ur staj 5 devezh e Kemper e kreizenn-stummañ nevez Roudour.

A-benn miz Ebrel e krogo ar stummadur barrekaat evit ar re a fell dezho gwellaat o brezhoneg ha dont da vezañ arbennigourien war ar yezh. Ar stummadur-mañ a vo dalc'het e Kemper hag e Karaez hag e pado betek fin miz Even.

Kavout a reoc'h ivez amañ dindan roll ar stajoù-hañv a vo kinniget ganeomp e 2014.
Nevezenti a zo : daou staj a vo dalc'het e Kemper. Unan e penn-kentañ miz Gouere hag unan all e fin ar vakañsoù bras.
Ouzhpenn an daou staj-mañ e vimp e Karaez, e Douarnenez hag e Montroulez e miz Gouere hag e miz Eost e c'helloc'h en em gavout ganeomp e Ploveur, er Vro Vigoudenn, e Brest hag en Uhelgoad ivez.
Laouen e vimp o welout ac'hanoc'h ken niverus ha warlene.

Hetiñ a reomp deoc'h gouelioù dibenn-bloaz laouen !
Kenavo ar bloaz nevez !

 

http://www.roudour.com

http://www.roudour.com/PBCPPlayer.asp?ID=1399317

Brezhoneg

Stal tañva d'ar brezhoneg evit ar re vihan-tout (0-3 bloaz) ambrouget gant o zud pe o zud-kozh. Un emgav dibres evit tañva brezhoneg, klevet sonioù nevez hag en em gavout gant tud all!
Rimadelloù, kanaouennoù, dañsoù, c'hoarioù bizied, lennadennoù...

D'ar Yaou beure da 10e30
E Kreizenn Sevenadurel
straed ar c'habusin, Keruhel
Lannuon

 

Aozet gant - Organisé par Kreizenn Sevenadurel Lannuon (CCB)
Contact/inscriptions : Gwenn Lavenan
02 56 35 51 20 - 06 99 04 88 40 - skolallevrig@orange.fr

Brezhoneg

Stummadurioù hir war ar brezhoneg 2013 - 2014

 

             Degemeret e vez bep bloaz gant skipailh Stumdi ouzhpenn 300 stajiad (80 implijad) er stummadurioù kinniget gant an aozadur war 5 lec’h stummañ pe en embregerezhioù.

             Adal ar bloaz-mañ e vo kinniget gant an aozadur teir formulenn stummadur hir a-benn respont da ezhommoù stummañ an deskidi : ar stummadur “Ar brezhoneg dindan 840 eurvezh !”.evit an deraouidi (deskiñ an diazezoù), ur stummadur 3 miz nevez “ober gant ar brezhoneg” evit an deskidi ampart (kreñvaat e anaoudegezhioù) hag ar stummadur uhel war ar brezhoneg evit ar vrezhonegerien (pinvidikaat e live yezh).

             Ur servij heñchañ dibar krouet e 2006 a zo e bal sikour ar stajidi o deus c’hoant da wellaat o doareoù da glask postoù-labour divyezhek e-pad ha war-lerc’h ar stummadur hir.
Hervez ar respontoù a vez dastumet bep bloaz gant Stumdi abaoe tri bloaz (84 % eus ar stajidi a respont d’an enklask), 90 % eus ar stajidi goulennataet a zo pe war ur post-labour pe oc’h ober studioù stag ouzh ur vicher divyezhek pe an daou asambles.

             E fin ar stummadur e vez tremenet gant ar stajidi an DBY (Diplom Barregezh war ar Yezh) kinniget gant an deskadurezh stad.

Aradon (56) - Brest (29) - Gwengamp (22) - Landerne (29) - Plañvour (56)

Stummadur « Ar brezhoneg dindan 840 eurvezh !” :

Eus an 9 a viz Genver 2014 d’an 11 a viz Gouere 2014

Eus an 11 a viz Gwengolo 2014 d’ar 27 a viz Meurzh 2015

 

Stummadur “Ober gant ar brezhoneg”:

Eus ar 1 a viz Ebrel 2014 d’ar 4 a viz Gouere 2014

 

Stummadur uhel war ar brezhoneg :

Eus ar 1 a viz Ebrel 2014 d’ar 4 a viz Gouere 2014

Pajennoù

Subscribe to RSS - Stages, formations et cours du soir